Rann eus | Brezel ar Meurvor Habask |
---|---|
Lec'h | Sina |
Deiziad | 2 Gwe 1945 |
Deiziad kregiñ | 7 Gou 1937 |
Deiziad echuiñ | 9 Gwe 1945 |
Perzhiad | Taiwan, Impalaeriezh Japan |
Abeg pennañ | Marco Polo Bridge incident |
Istor | timeline of the Second Sino-Japanese War |
An eil Brezel Sina ha Japan a grogas gant aloubadeg reter Sina gant arme impalaeriezh Bro-Japan. C'hwec'h vloaz goude aloubadeg Mandchouria, impalaeriezh Bro-Japan a zalc'he gant e bolitikerezh emledañ e Sina. Sur eus o chañsoù da echuiñ ar brezel buan ez eas ar Japaned betek ober ar raktres da c'hounit ar brezel en un nebeud sizunvezhioù[1] : daoust da drec'hioù kentañ Bro-Japan e padas ar brezel e-pad eizh vloaz. Rediet e oa an impalaeriezh da verañ un dachenn ec'hon ha na oa ket sur.
Tagadenn Bro-Japan a zegasas un dreverzh er Brezel diabarzh a enebe ar C'huomintang ha strollad komunour Sina abaoe dek vloaz. Sevel a reas an div gostezenn un eil talbenn unvan sinaat. Ar brezel etre Sina ha Bro-Japan a oa gwadek-kenañ, ha dilerc'hioù pounner en doe war istor Bro-Sina ha war ar c'hempouezioù geopolitikel eus al lodenn-se eus ar bed en degadoù bloavezhioù goude.
Adalek 1939 e krogas ar brezel d'en em ledañ e diavaez Sina, gant ar brezel etre Bro-Japan hag an URSS e Mongolia. Adalek 1941 en em renkas Republik Sina a-du gant ar Gevredidi. Brezel Sina a zeuas da vezañ en un doare ofisiel ul lodenn eus an Eil Brezel-bed.
Echuiñ a reas brezel Sina ha Japan pa godianas Bro-Japan e 1945, hag heuliet e oa gant adkrog ar brezel diabarzh e Sina.